
|
Al levr-mañ e kaver ennañ barzhonegoù Youenn Gwernig bet embannet etre 1972 (An Toull en nor), 1976 (An diri Dir) ha barzhonegoù all bet skrivet abaoe. Ul lodenn vras anezho zo bet skrivet e New-York e-lec'h ma labouras etre 1957 ha 1969. Eno e tarempredas barzhed ar Beat Generation ha dreist-holl Jack Kerouac. An dastumad zo divyezhek, e brezhoneg hag e saozneg. Roet eo bet Priz Langleiz 1996 da Youenn Gwernig evit e varzhonegoù. |